Diveskit ho lastez
Abaoe ar 1añ a viz Gouere 2020 e vez aesoc’h diveskañ ho lastez !
Diwar vremañ e c’haller lakaat er boubellenn pe er c’hontener melen an holl bakadurioù ha paperioù gwitibunan. Ouzhpenn ar produioù adaozadus boas e c’hallit bremañ lakaat ivez an holl bakadurioù plastik pe bolistiren hag ivez al lastez bihan en aluminiom.



