Degemer matBuhez pemdezFamilhDeskadurezhDifraeoù enskrivañ

Difraeoù enskrivañ

Enskrivadurioù er skolioù

Gwiched Unik Deskadurezh
Pgz 02 98 37 57 93
gu.education@mairie-plougastel.fr
Anaïs Le Prat
Soizig Tanguy

An difraeoù evit enskrivañ ho pugel en ur skol bublik

Pazenn gentañ

Mont d’an ti-kêr, d’ar Gwiched Unik Deskadurezh, gant an teulioù-mañ :

  • ur brouenn annez
  • al levrig-familh.
  • Ur paper a vo roet d’ar familh, ha warnañ e vo skrivet ar skol a vo darempredet gant ar bugel.

Ar reolenn evit ar vugale a zo o chom e Plougastell-Daoulaz eo enskrivañ anezho er skol a zo stag ouzh an tolead m’emaint o chom hervez ar gartenn-skol (gw. kartenn-skol).

Gant-se, ne c’haller ket enskrivañ bugale en ur skol all, ha pa vefe pourchaset meur a abeg gant ar familhoù : annez an dud-kozh pe ar skoazellerez-vamm, lec’h labour tud ar bugel. Koulskoude, evit ar vugale a zo krog da vont d’ur skol ha n’eo ket stag ouzh o zolead a c’hallo kenderc’hel da vont d’ar skol-se, hag ivez o breudeur hag o c’hoarezed.

Evelkent e vo kinniget d’o zud un enskrivadur en ur skol lakaet gant ar gartenn-skol.

Ne dalvez ket ar gartenn-skol evit ar vugale en un hentad divyezhek a zo bodet e skol a Waremm Gozh.

Eil pazenn

Goude-se e vez enskrivet ar bugel gant rener pe renerez ar skol gant ma vo diskouezet dezhañ ar paper roet er Gwiched unik hag e garned yec’hed. Ma vez ur cheñchamant skol, ret eo diskouez ivez an testeni ezrollañ ha teuliad-skol ar bugel.
Evit ar vugale a zo o chom e-maez ar gumun a vez enrollet diouzh an divizoù-mañ :

  • ne c’haller enskrivañ ur bugel nemet pa vez plas a-walc’h er skolioù.
  • pa vez roet ar goulenn enskrivañ d’ar Gwiched Unik Deskadurezh e kemenner da dud ar bugel e vo kaset ul lizher da di-kêr o c’humun annez, pa vez honnezh e-maez Brest meurgêr, evit goulenn un aotre enskrivañ e Plougastell.
  • evit ar vugale a zo o chom e-maez Brest meurgêr e ranker da gentañ-tout kaout aotre ar gumun annez, anez ne vo ket graet an enskrivadur. Mat eo gouzout e talvez aotre ar gumun-se kement hag ur gouestl a-fet an arc’hant, rak goulennet e vo digant ar gumun-se ur skodenn kevatal ouzh treuziad ar gevrat kevrediñ. An diviz-mañ a-fet an arc’hant a vo meneget sklaer el lizher a vo kaset evit an argerzhadur enskrivañ.
  • ar skol choazet evit enskrivadur ur bugel a zo e annez e-maez ar gumun, pe e vefe e Brest meurgêr pe ne vefe ket, a vez diferet gant ar maer hervez an niver a blasoù er skolioù. Setu ma vo choazet kentoc’h aze ar skolioù ma vezer en arvar da serriñ klasoù.