Degemer matBuhez pemdezFamilhDeskadurezhObererezhioù troskol

Obererezhioù troskol

Titouroù

Pellgargit an teulioù enskrivañ en obererezhioù troskol :

ha sellit ouzh Reolennoù Diabarzh ar Servijoù Troskol hag ouzh an notennig displegañ.

Degemer troskol

Graet e vez an degemer troskol diouzh ar mintin adalek 7e15 ha diouzh an abardaez betek 6e45 er skolioù-mamm hag er skolioù kentañ derez (eus 2 da 11 vloaz), gant buhezourien tapet ganto an DABU pe an TGM bugaligoù.

Pa erruont er skol diouzh ar mintin e lavar tud ar bugel d’ar skolaer, d’ar GWATASM pe d’ar buhezour war al lec’h petra eo ezhommoù an deiz a-fet ar preti-sol pe an diwallerezh d’an abardaez evit ar vugale a zo er skol-vamm, rak er skolioù kentañ derez ez eo ar vugale a lavar kement-se d’ar skolaerien pe d’ar buhezour diwallerezh.

  • Merenn-vihan pourchaset ha servijet da 4e45
  • Skoazell evit al labour-skol
  • Priz hervez ar rannad tiegezhel 

E-leizh a obererezhioù a denn d’ar c’hoari, d’ar sport, d’al labour dorn, a vez kinniget d’ar vugale en diwallerezh (krouidigezhioù, faltazi, c’hoarioù-taol, c’hoarioù bras gant un tem).

Darempredoù

Penn ar vuhez er skol :
02 98 37 57 66

Penn ar gegin-gêr :
02 98 37 57 45

Predoù

Bemdez e vez pourchaset ur pred tomm gant ar gegin-greiz ha servijet er pretioù-skol. Ar skolidi, goude bezañ tremenet er privezioù ha gwalc’het o daouarn gant aket, a dremen tro-ha-tro er preti, dre strolladoù-klasoù. 

Ur buhezour diplomet pe ur GWATASM a vez evit pep strollad. Ober a reont ar servij ouzh taol ha sikour a reont bugale ar skolioù-mamm e-pad an ehan kreistez. Evit bugale ar skolioù kentañ derez a ra gant ar preti emservij.

Ar skolidi a zistro d’ar gêr evit o merenn hag a zeu en-dro d’enderv a vez degemeret adalek 1e35.

Pellgargit ar rolloù-meuzioù (teul PDF) pe sellit ouzh pajenn gentañ al lec’hienn e-barzh an nevezentioù.

Servijoù troskol

Kêr Blougastell a ginnig servijoù troskol evit ma vo aesoc’h da dud ar vugale kompezañ o buhez gant o familh hag o buhez vicherel :

Implij amzer

Skoazell evit al labour-skol