Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaligoùAr skoazellerien-vamm

Ar skoazellerien-vamm

Ar skoazellerien-vamm zo tud a vicher ar vugaligoù hag a zegemer ar vugale en o zi, pe en un ti skoazellerien-vamm. Grataet int gant Gwarez ar Mammoù hag ar Vugale (GMB) er C’huzul-departamant, ha gopridi ez int e-keñver an dud a fiz o bugel enno.

Skoazellerien-vamm zo a ginnig un degemer difer : degemer bugale nammet pe gant kleñvedoù henek, degemer diwar zifrae, en eurioù divoas (abred diouzh ar mintin, diwezhat d’an abardaez, d’an noz, d’an dibennoù-sizhun), hanter-amzer, troskol…

Gant an Erlec’h Bugaligoù e vez pourchaset d’ar familhoù listenn ar skoazellerien-vamm oberiant er gumun, hag ivez an eurioù vak a chom ganto hag an dibarderioù degemer diouzh ma vez. Kelaouiñ a ra anezho a-fet o roll hinienn-implijer ha sikour anezho en o difraeoù tuta, hed-ha-hed ar gevrat.

Ul listenn skoazellerien-vamm gant douarlec’hiañ a c’haller gwelet ivez e lec’hienn ar c’h-KGT. (www.monenfant.fr)

Ti Skoazellerien-vamm

Bez’ e c’hall ar skoazellerien-vamm en em vodañ, betek 6 den a vicher, evit pleustriñ o obererezh e salioù ha n’emaint ket en o zi, anvet Ti Skoazellerien-vamm (TSV).

Darempred

Ar MAM’rinière

320 banell Bodonn
29470 Plougastell-Daoulaz

02 98 32 07 70
lamamriniere29@gmail.com

Kevredigezh skoazellerien-vamm Ar Re Vihan

Lod skoazellerien-vamm eus ar gumun zo bodet er gevredigezh Ar Re Vihan. Meur a wech er sizhun e kinnig ar gevredigezh-se emgavioù en-dro da obererezhioù evit he izili hag ar vugale degemeret ganto, en ur sal a-ratozh e Ti ar Vugale Ti Glas.

Darempred

Kevredigezh AR RE VIHAN
Lec’hienn Internet

Ti ar Vugale Ti Glas
4 straed Jean-Marie Pedel
29470 Plougastell-Daoulaz

ar-re-vihan@laposte.net