Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaligoùAr Vagouri hag an arsav-diwallerezh

Ar Vagouri hag an arsav-diwallerezh

Bez’ ez eus daou ensavadur da zegemer bugaligoù er gumun, e-barzh Ti ar Vugale Ti Glas. Eno e vez degemeret ar vugale eus 2 viz ½ da 3 bloaz klok gant ur skipailh liesdiskiblezh eus tud a vicher ar vugaligoù.

Darempred

Magouri La Bambinerie

Ti ar vugale Ti Glas
4 straed Jean-Marie Pedel
29470 Plougastell-Daoulaz

02 98 37 57 36
labambinerie@gmail.com

Voir le site d’En jeux d’enfance

Ar vagouri La Bambinerie 

Meret eo La Bambinerie gant ar c’h-KKLS En Jeux d’Enfance. Enni ez eus 40 plas, en o mesk 10 plas miret gant embregerezhioù pe melestradurioù evit o gopridi. Degemeret e vez ar vugale e-barzh 2 unvez vuhez gant an oadoù kemmesket. Sterniet e vez ar vugale gant implijidi diplomet ha barrek. Gallout a ra an degemer kinniget bezañ ingal, a-wezhiadoù pe evit ur wech bennak hepken. 

Ur bodad evit reiñ ar plasoù en em vod 2 wech ar bloaz, en diskar-amzer hag en nevezamzer, evit merkañ ar re a vo degemeret e miz Genver hag e miz Gwengolo. 

Eurioù

A Lun da Wener, eus 7e30 a.m. da 7e g.m.

Serr e vez ar vagouri 2 sizhunvezh en hañv hag 1 sizhunvezh er goañv. 

Darempred

Arsav-diwallerezh Mini-Mômes

Lec’hienn Internet

Ti ar Vugale Ti Glas
4 straed Jean-Marie Pedel
29470 Plougastell-Daoulaz

02 98 37 57 60
minimomes@gmail.com

An arsav-diwallerezh Mini-Mômes

An arsav-diwallerezh Mini-Mômes zo ur framm kevredigezhel meret gant tud ar vugale.
Degemer a ra ar vugale a zo o chom e Plougastell, pe a labour unan eus o zud e Plougastell.

Degemeret e vez ar vugale gant implijidi diplomet ha barrek. Kinnig a ra an arsav-diwallerezh un degemer ingal, a-wezhiadoù pe diwar zifrae evit mintinvezhioù, endervezhioù pe devezhioù klok. Gallout a ra degemer 16 bugel an deiz.

Gant ar banne kafe asambles gant tud ar vugale e c’hall ar familhoù kejañ an eil re gant ar re all, en em gavout ha kaozeal diwar-benn ar vuhez pemdez hag ar fed kaout bugale en ur mod plijus, hep barn ar re all, ha chom a ra an traoù-se etrezo.

Emañ an arsav-diwallerezh e-barzh ar rouedad ACEPP  (Kevredigezh ar c’henstrolloù bugale kerent tud a vicher)

Eurioù

Degemer e-pad an deiz :
Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener : 8e45 – 5e30

Degemer e-pad ur penndevezh :
Lun, Meurzh, Yaou, Gwener : 8e45 a.m.-12e / 1e15-5e30 g.m.

Merc’her : 8e45 a.m.-12e

Serr e vez an arsav-diwallerezh 4 sizhunvezh en hañv hag 1 sizhunvezh er goañv.