Degemer matVa c’hêrAr c’huzul-kêr

Ar c’huzul-kêr

Ar c’huzul-kêr

E roll

E Kuzul-kêr Plougastell ez eus 33 ezel, dilennet hervez ar mouezhiañ hollek evit 6 vloaz. Ar C’huzul-kêr a vot budjed ar gumun hag a ziviz penaos e vez meret servijoù kêr.

Gallout a ra ivez :

  • krouiñ pe dilemel servijoù publik eus kêr,
  • divizout ober labourioù,
  • merañ glad ar gumun,
  • reiñ skoziadennoù evit sikour an diorren ekonomikel…

Evit seveniñ e gefridioù e ra ar C’huzul gant divizadegoù. Gant an termen-se e verker an divizoù a zo bet votet. Gallout a ra stummañ bodadoù hag a zo o c’hefridi studiañ teuliadoù.

Ret eo d’ar C’huzul-kêr en em vodañ bep tri miz d’an nebeutañ, ha roll an devezh, lakaet gant ar Maer, a rank bezañ roet d’ar guzulierien a-raok deroù an dalc’h. Digor eo hennezh d’an dud, nemet ha divizet e vefe gant ar vodadeg ober un dalc’h disforan, peotramant pa ra ar Maer gant e c’halloud polis an dalc’hoù, da skouer pa vez strafuilh, ha pa vir ouzh an dud da vont d’ar c’hendivizoù. Ma vez o vont a-dreuz da vat e c’hall ar C’huzul-kêr bezañ divodet dre un dekred gant Kuzul ar vinistred.

( Mammenn : www.vie-publique.fr)

Ar maer hag ar burev-kêr

Gouzout hiroc’h

Ar bodadoù

Gouzout hiroc’h

Ar C’huzul-kêr – 1añ dalc’h d’ar 4 a viz Gouere 2020