Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaligoù

Bugaligoù

An Erlec’h Bugaligoù

An Erlec’h Bugaligoù zo ur servij kinniget evit netra gant an ti-kêr. Bez’ ez eo ul lec’h titouriñ ha kaozeal evit tud ar vugale da zont, ha tud a vicher ar vugaligoù.

Ar vagouri hag an arsav-diwallerezh

Bez’ ez eus daou ensavadur da zegemer bugaligoù er gumun, e-barzh Ti ar Vugale Ti Glas. Eno e vez degemeret ar vugale eus 2 viz ½ da 3 bloaz klok gant ur skipailh liesdiskiblezh eus tud a vicher ar vugaligoù.

Ar C’horn Kerent Bugale

Kinniget eo ar c’horn-se gant servij Bugaligoù kêr hag ar greizenn sokial ar Steredenn-vor, asambles gant ar GMB.

Ar skoazellerien-vamm

Ar skoazellerien-vamm zo tud a vicher ar vugaligoù hag a zegemer ar vugale en o zi pe en un ti skoazellerien-vamm.

An diwallerezh babiged hag an diwallerezh er gêr

Ar rouedad diwallerezh babiged zo graet evit tud ar vugale a glask un doare diwallerezh en o ziez evit ur wech bennak hepken pe evit prantadoù berr, hag evit an holl dud a garfe ober diwallerezh babiged. Gant ar rouedad e vezont lakaet e darempred, ha kuzuliet en o difraeoù implijerien hag implijidi.

Ar GMB

E Ti ar Vugale Ti Glas ez eus ur vabigourez eus ar servij Gwarez ar Mammoù hag ar Vugale er C’huzul-departamant hag a zegemer war emgav tud bugale yaouank hag ar skoazellerien-vamm.