Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaleKreizenn-dudi Keravel

Kreizenn-dudi Keravel

Er c’hreizenn-dudi e tegemerer ar vugale 3 ha 4 bloaz

Eurioù ar merc’hervezhioù hag ar vakañsoù :

Devezhioù klok, penndevezhioù (mintin pe enderv), gant ur pred pe hep pred.

  • Degemer : etre 7e30 ha 9e, bugale ar skolioù Sant Yann, Diwan hag ar skolioù e-maez ar gumun a vez degemeret er savadur liestamm (e-tal ar parklec’h). Evit bugale ar skolioù Gwaremm Gozh, Mona Ozouf ha Keravel, degemeret e vezont en diwallerezh kentañ (tost d’ar gouleier tri liv da-geñver ar porched gwenn).
  • Degemer ha loc’hañ a-raok merenn : etre 11e30 hag 11e45,
  • Degemer ha loc’hañ goude merenn : etre 1e15 hag 1e30 g.m.,
  • Loc’hañ : etre 5e ha 6e30.

Doujit d’an eurioù-se, mar plij. Bewech ma erruo ho pugale re ziwezhat e vo fakturennet ur c’hastiz 15 € ouzhpenn dre vugel.

Penaos lakaat e anv ?

  1. Leugnit an teulioù merket amañ a-is evit pep bugel.
  2. Sellit ouzh an notennig displegañ evit ar bloavezh-skol 2021-2022 ha reolennoù diabarzh ar greizenn-dudi.
  3. Kasit an teulioù goulennet d’ar Gwiched Unik Deskadurezh en ti-kêr.
  4. Merkit peseurt deizioù e vo ho pugale er greizenn-dudi er Gwiched Unik Deskadurezh a zo en ti-kêr, dre bostel, dre lizher pe e-barzh boest-lizheroù an Ti-kêr.

Evit kement cheñchamant zo, kelaouit ar Gwiched Unik Deskadurezh dre Gorn ar Familhoù pe dre skrid (postel pe lizher) 7 deiz a-raok d’an nebeutañ. Kement ezvezañs diabeg pe donedigezh e-maez an termen a vo fakturennet. En tu-hont da deir ezvezañs diabeg pe donedigezh e-maez an termen e vo nullet an enskrivadur betek fin ar bloavezh-skol.

Darempredoù

Kreizenn-dudi Keravel

Pgz 02 98 45 13 62
Hezoug : 06 77 68 68 15

Gwiched Unik Deskadurezh

Pgz 02 98 37 57 93

gu.education@mairie-plougastel.fr

Anaïs Le Prat
Soizig Tanguy

Rolloù-meuzioù

A-benn nebeut…

Ar greizenn-dudi gant skeudennoù