Troiadoù-bale
Estreget ar BH34 a dremen dre norzh ar gumun ez eus ouzhpenn 150 km a wenodennoù renablet, en o mesk 90 km hag a vez kempennet ingal. Ganto e c’haller c’hoari an dro d’ar c’hourenez ha gwelet an teñzorioù niverus anezhi.
Ar gevredigezh APIEDS a ginnig ul levrig gant un tregont bennak a droiadoù-bale en-dro da Vrest, ha 7 anezho zo e gourenez Plougastell.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh APIEDS, klikit amañ
Gallout a rit kavout al levrig-se :
- e ti an douristed e Plougastell
- e rann sevenadurel Leclerc, TG Ti ar Menez – Plougastell
- en ti-kêr (Servij Kehentiñ)
En ti-kêr ivez (Servij Kehentiñ) e c’haller kavout 4 zroiad evit ober anaoudegezh gant glad ar c’hourenez : Troiad Sant Wennole ; Troiad ar C’haro ; Troiad an Elorn ; Troiad ar Feunteun Wenn.