Implij

E KOSG Plougastell ez eus ul Lec’h Degemer Implij. Gouestlet eo ar c’horn-se d’an implij ha reiñ a ra d’ar glaskerien labour ar binvioù rekis evit o c’hlask, ha sikour anezho en o difraeoù.

Er c’horn-se ez eus 2 urzhiataer, ur voullerez, ur skanner ha teulioù ivez.

Bez’ e c’haller mont d’al lec’h-se evel a garer :

  • da Lun, da Veurzh, da Yaou ha da Wener eus 8E30 da12E
  • da Veurzh ha da Yaou eus 2E da 5E30

Ur sikour personelaet, war emgav, a ginniger d’an dud a fell dezho bezañ harpet en o difraeoù klask labour.

Titouriñ ar c’h-KOSG.