Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaleKreizenn-dudi Mona Ozouf

Kreizenn-dudi Mona Ozouf

Degemer bugale etre 5 ha 13 vloaz d’ar Merc’her e-maez ar vakañsoù-skol

Eurioù degemer

Evit doujañ d’ar protokoloù yec’hedel a zo o ren en degemer-dudi, setu amañ penaos e tle ho pugale erruout ha loc’hañ d’ar Merc’her er greizenn Mona Ozouf

Erruout diouzh ar mintin

Eus 7e15 da 9e00

Mont e-barzh

Porched diavaez e-tal ar c’hroashent-tro

Degemer ar vugale

Dirak sal pep rummad oad

Loc’hañ pe erruout e fin ar mintinvezh a-raok ar pred

Eus 11e30 da 12e00

Mont e-barzh

Hall antre ar skol

Degemer ar vugale

Seniñ ouzh ar videokomzer (bouton troskol)

Loc’hañ pe erruout e penn kentañ an endervezh goude ar pred

Eus 1e30 da 2e00 g.m.

Mont e-barzh

Porched diavaez e-tal ar c’hroashent-tro

Degemer ar vugale

Dirak sal pep troc’had oad

Loc’hañ d’an abardaez

Eus 5e da 6e30 g.m.

Mont e-barzh

Porched diavaez e-tal ar c’hroashent-tro

Degemer ar vugale

Dirak sal pep rummad oad

Evit surentez ho pugale, arabat disoñjal serriñ ar porched ha dor ar savadur pa vioc’h tremenet.

Doujit d’an eurioù-se, mar plij. Ma erru ho pugale re ziwezhat e vo fakturennet ur c’hastiz 15 € ouzhpenn dre vugel.

Penaos lakaat e anv ?

  1. Leugnit an teulioù amañ a-is evit pep bugel.
  2. Sellit ouzh an notennig displegañ evit ar bloavezh-skol 2021-2022 ha reolennoù diabarzh ar greizenn-dudi.
  3. Kasit an teulioù goulennet d’ar Gwiched Unik Deskadurezh en ti-kêr.
  4. Merkit peseurt deizioù e vo ho pugale er greizenn-dudi er Gwiched Unik Deskadurezh a zo en ti-kêr, dre bostel, dre lizher pe e-barzh boest-lizheroù an Ti-kêr.

Evit kement cheñchamant zo, kelaouit ar Gwiched Unik Deskadurezh dre Gorn ar Familhoù pe dre skrid (postel pe lizher) 7 deiz a-raok d’an nebeutañ. Kement ezvezañs diabeg pe donedigezh e-maez an termen a vo fakturennet. En tu-hont da deir ezvezañs diabeg pe donedigezh e-maez an termen e vo nullet an enskrivadur betek fin ar bloavezh-skol

Darempredoù

Kreizennoù-dudi Mona Ozouf ha Sant Drenan 

Pgz 06 07 81 49 96

Gwiched Unik Deskadurezh

Pgz 02 98 37 57 93

gu.education@mairie-plougastel.fr

Anaïs Le Prat
Soizig Tanguy

Rolloù-meuzioù

A-benn nebeut…

Ar greizenn-dudi gant skeudennoù