Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaligoùAn Erlec’h Bugaligoù

An Erlec’h Bugaligoù

Degemer-pad

Dre bellgomz pe war emgav
Da Lun, da Veurzh ha da Wener

Darempred

Erlec’h Bugaligoù

Ti ar Vugale Ti Glas
4 straed Jean-Marie Pedel
29470 Plougastell-Daoulaz

02 98 37 57 34
rpe@mairie-plougastel.fr

An Erlec’h Bugaligoù zo ur servij kinniget evit netra gant an ti-kêr. Bez’ ez eo ul lec’h titouriñ ha kaozeal evit tud ar vugale hag ar re o do bugale hepdale, ha tud a vicher ar vugaligoù

  • Degemer personelaet tud ar vugale hag ar re o do bugale hepdale evit klask un doare degemer : anavezout ezhommoù ar familhoù, kinnig al lies doare degemer a c’haller kavout er gumun
  • Sikour evit klask un diskoulm degemer dereat, ha titouriñ a-fet ar skoaziadennoù a c’haller kaout
  • Kelaouiñ tud ar vugale evit a sell ouzh o roll implijerien, hed-ha-hed ar gevrat (difraeoù, gwirioù ha deverioù)
  • Aozañ atalieroù divorfilañ evit ar vugale degemeret gant ur skoazeller-mamm pe un diwaller bugale er gêr
  • Sikour micherelaat ar skoazellerien-vamm hag an diwallerien bugale er gêr (abardaevezhioù kaozeal, aesaat ar stummadurioù, atalieroù stroll, lakaat teulioù micherel en o c’herz)
  • Titouriñ a-fet ar statud goprad eus un hinienn-implijad

KGT Penn-ar-Bed zo ur c’heveler eus ar servij-se 

Lec’hiennoù talvoudus

www.caf.fr

www.monenfant.fr

www.net-particulier.fr (porched ofisiel an hinienn implijer hag ar goprad)