Studierien

Leve Izelañ Studier (LIS)

Abaoe 2011 e labour ti-kêr Plougastell-Daoulaz evit reiñ un taol sikour d’an dud yaouank er gumun. Ur sikour arc’hant eo al Leve Izelañ Studier (LIS) a vez roet d’an dud yaouank a zo o chom e kumun Plougastell hag enskrivet e studioù uhel.

Ret eo leuniañ un teuliad goulenn ha kas anezhañ da GOSG a-raok an 31 a viz Here.

(Dossier RME en PDF à joindre + règlement)

Prest a Enor Studier

Dres evel al LIS eo graet ar Prest a Enor Studier evit aesaat d’ar re yaouank ober studioù uhel gant ur sikour arc’hant e stumm ur prest feur 0.

Ret eo leuniañ un teuliad ha kas anezhañ da GOSG