Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaligoùAr C’horn Kerent Bugale

Ar C’horn Kerent Bugale

Pleustr

Ur yaouvezh diwar zaou (ar sizhunioù par), nemet e-pad vakañsoù an Nedeleg hag ar vakañsoù-hañv eus 9e30 da 11e30

Ti ar Vugale Ti Glas
4 straed Jean-Marie Pedel
29470 Plougastell

Titouroù

Servij Bugaligoù 
02 98 37 57 42

Kreizenn sokial ar Steredenn-vor 
02 98 37 57 35

Kinniget e vez ar c’horn-mañ gant servij Bugaligoù kêr hag ar greizenn sokial ar Steredenn-vor, asambles gant ar GMB.

En ul lec’h dereat ha kempennet a-ratozh, e-barzh Ti ar Vugale Ti Glas, daou zen a vicher a zegemer bugale betek 4 bloaz, ambrouget gant unan eus o zud, o zud-kozh pe un den-nes a ziwall anezho.

Bez’ ez eo ul lec’h evit kejañ gant tud all ha deskiñ traoù, c’hoari, divorfilañ ar vugaligoù, ma tremen ar vugale hag o zud momedoù kenemglev, ma kaozeont gant familhoù all ha ma c’hallont tamm-ha-tamm deskiñ dispartiañ.

 Digor e vez ar C’horn Kerent Bugale ur yaouvezh diwar zaou, eus 9e30 da 11e30. E-pad an amzer-se e c’hall ar familhoù dont ha mont kuit evel a garont. Digoust eo ha n’eus ket ezhomm d’en em enskrivañ. 

Abalamour d’ar blegenn yec’hedel e c’hall cheñch doareoù an abadenn. Gwell eo pellgomz d’an deiz a-raok evit gouzout.

Les dates de 2021-2022