Degemer matBuhez pemdezFamilhBugaleKreizenn-dudi Sant Drenan

Kreizenn-dudi Sant Drenan

Degemer bugale etre 5 ha 13 vloaz e-pad ar vakañsoù-skol

Eurioù degemer

Devezhioù klok, penndevezhioù (mintin pe enderv), gant ur pred pe hep pred.

Degemer ar vugale diouzh ar mintin

etre 7e30 ha 9e

Loc’hañ ha degemer a-raok ar pred

etre 11e30 ha kreisteiz

Loc’hañ ha degemer goude ar pred

etre 1e30 ha 2e g.m.

Ar vugale o loc’hañ

etre 5e ha 6e30 g.m.

Evit a sell ouzh degemer ha loc’hañ ar vugale e vezont ambrouget gant o zud dre ziavaez ar savadur dirak ar salioù a glot gant o rummad oad. Degemeret ha merket e vo ar vugale pa erruint gant ar vuhezourien ha diverket pa loc’hint. Ne vo degemeret nemet ar vugale enskrivet

Doujit d’an eurioù-se, mar plij. Bewech ma erru ho pugale re ziwezhat e vo fakturennet ur c’hastiz 15 € ouzhpenn dre vugel.

Penaos lakaat e anv ?

  1. Leugnit an teulioù amañ a-is evit pep bugel.
  2. Sellit ouzh an notennig displegañ evit ar bloavezh-skol 2021-2022 ha reolennoù diabarzh ar greizenn-dudi.
  3. Kasit an teulioù goulennet d’ar Gwiched Unik Deskadurezh en ti-kêr.
  4. Merkit peseurt deizioù e vo ho pugale er greizenn-dudi er Gwiched Unik Deskadurezh a zo en ti-kêr, dre bostel, dre lizher pe e-barzh boest-lizheroù an Ti-kêr.

Evit kement cheñchamant zo, kelaouit ar Gwiched Unik Deskadurezh dre Gorn ar Familhoù pe dre skrid (postel pe lizher) 7 deiz a-raok d’an nebeutañ. Kement ezvezañs diabeg pe donedigezh e-maez an termen a vo fakturennet. En tu-hont da deir ezvezañs diabeg pe donedigezh e-maez an termen e vo nullet an enskrivadur betek fin ar bloavezh-skol.

Darempredoù

Kreizennoù-dudi Mona Ozouf ha Sant Drenan 

Pgz 06 07 81 49 96

Gwiched Unik Deskadurezh

Pgz 02 98 37 57 93

gu.education@mairie-plougastel.fr

Anaïs Le Prat
Soizig Tanguy

Rolloù meuzioù

A-benn nebeut…

Ar greizenn-dudi gant skeudennoù