Degemer matObererezhioù ha DudioùBuhez ar c’hevredigezhioù

Buhez ar c’hevredigezhioù

Plougastell, skoazellerez ar c’hevredigezhioù

E-touez ar merkoù a weler ganto nerzh ur gumun emañ puilhded ar c’hevredigezhioù.

E Plougastell ez eus 190 kevredigezh hag a ro bec’h evit ar vuhez sokial ha war dachenn ar sport hag ar sevenadur ; drezo e tiskouez ar gumun he nerzh hag he c’hoant da vodañ Plougastelliz.

Meur a vloaz zo e vez harpet buhez ar c’hevredigezhioù gant ti-kêr Plougastell.

Darempred

Servij Buhez ar C’hevredigezhioù
Pgz 02 98 37 57 32
Postel : vie.associative@mairie-plougastel.fr

Ar c’hevredigezhioù e Plougatsell

Kavout ur gevredigezh diouzh ho toare

Difraeoù

Krouiñ ur gevredigezh, goulennoù a bep seurt, miret ostilhoù, en em enskrivañ evit ar forom…

Forom ar c’hevredigezhioù

Bep bloaz, e penn kentañ miz Gwengolo, e vez bodet ar c’hevredigezhioù evit degemer ac’hanoc’h ha kinnig o obererezhioù deoc’h.
E-kerzh an devezh-se e c’halloc’h anavezout gwelloc’h buhez puilh ar c’hevredigezhioù er gumun, gwelet pegen liesseurt int ha neuze dont da vezañ ezel eus unan anezho.