Ar sport e Plougastell

Ouzhpenn 5000 a aotreidi e sport zo e Plougastell ha roet e vez bec’h gant an Ti-kêr evit diorren ar sport er gumun. Diskouezet en deus e youl da wellaat ar c’hinnig war dachenn ar sport c’hoazh, koulz a-fet kalite ha liesseurted. Bep bloaz e talc’h da reiñ arc’hant d’ar c’hluboù evit sikour anezho war-eeun. Ezel eo ivez eus ar stignad broadel « paperennoù sport » un toullad bloavezhioù zo.

Ouzhpenn ar sikourioù arc’hant-se e talc’h ar gumun gant he frogramm labourioù war an aveadurioù ha gant ar strivoù evit aesaat d’an holl dud ober sport. E-giz-se, goude bezañ savet ur sal nevez e 2010 evit ar vell-dorn hag ar basket-ball dreist-holl, « Avel Sport » hec’h anv, e oa bet digoret ar sportva Roz Avel e 2013, ennañ ur sal-emgannañ, ur sal-dennis hag ur sal-gigennañ.

Prizioù

E 2019 e oa aet un drede loreenn gant Kêr Blougastell-Daoulaz gant al label Kêr Oberiantiz ha Sport hag ur priz « pik-kalon » gant « Sport Merc’hed ».

Pouezus eo perzh ar c’hluboù er geoded. Degas a reont diduamantoù, evel-just, met ur skouer vat int ivez evit ar genskoazell, an eskemm, an doujañs hag evit reiñ o flas d’ar re yaouank ha d’an dud o deus diaezamantoù, da skouer.

Talvoudus-kaer eo ar soñjoù diazez-se evit an Ti-kêr a sikour da vat ar c’hluboù a laka anezho e pleustr en o mod da vont en-dro. Da skouer, pa vez aesaet ar c’hemmesk ganto, pa gemeront perzh e stignadoù evit lakaat anaout o sport evit dedennañ a bep seurt tud.

Sikour a ra an Ti-kêr ivez hor sportourien yaouank a live uhel hag a zegas brud vat war anv Plougastell-Daoulaz pa reont berzh er c’henstrivadegoù broadel hag etrebroadel.

Dont e darempred g aneomp

Fellout a ra deoc’h gouzout hiroc’h war an aveadurioù sport pe implijout ur sal-sport pe ur sal-emvod evel kevredigezh. Kit e darempred gant servij ar Sportoù kuit a dortañ. 

Servij ar Sportoù

Ti-kêr Plougastell-Daoulaz
1 straed Jean Fournier
Pgz : 02 98 37 57 81 ou 06 88 59 07 55

pe

Yannick Le Menn
Karget eus Servij ar Sportoù
Ti-kêr Plougastell-Daoulaz
Pgz : 06 88 59 07 55