Kouronkañ
Bep bloaz e vez kontrollet kalite yec’hedel an dour kouronkañ, eus ar 15 a viz Even d’ar 15 a viz Gwengolo, gant gwazourien ar servij Yec’hed Endro en Ajañsoù Rannvroel ar Yec’hed. E pep takad kouronkañ e tenner dour alies pe aliesoc’h hervez e stad yec’hedel. Ret eo tennañ dour div wech ar miz d’an nebeutañ.
Evit pep takad kouronkañ e saver ur profil eus an dour kouronkañ, hervez sturiad 2006/7/CE parlamant Europa. Gant ar profil-se e fell d’an den diouzh un tu anavezout ar mammennoù saotradur a c’hallfe kaout un efed war kalite an dour kouronkañ ha war yec’hed ar gouronkerien, ha diouzh an tu all termenañ an difraeoù merañ da rakwelet evit diarbenn ar saotradurioù, hag an traoù a zo d’ober.
Bez’ ez eus 4 lec’h kouronkañ e kumun Plougastell-Daoulaz, hag evezhiet e vezont :