Gevelladennoù
Eskemmoù a vez graet ingal etre kumun Plougastell hag ar c’hêrioù gevellet evit diorren an darempredoù a-fet ar sevenadur, ar sport, an ekonomiezh, ar skolioù hag an touristerezh.
Plougastell hag ar c’hêrioù gevellet zo digor a-zevri war Europa demokratel, gant breudeuriezh ha peoc’h etre ar broioù, ma c’hall an annezidi bevañ ha bleuniañ en unvaniezh, en ur zoujañ pep hini o identelezhioù hag o sevenadurioù.
Gevelladenn gant Westport (Iwerzhon)
Emañ kêr Westport e kontelezh Mayo e kornôg Iwerzhon, war-hed 288 km diouzh Cork ha 261 km diouzh Dulenn. Enni ez eus war-dro 8.000 a annezidi.
Sinet e oa bet ar gevelliñ ent ofisiel e miz Eost 1977 e Plougastell hag e miz Eost 1978 e Wesport.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn kêr Wesport, kit da welet lec’hienn kontelezh Mayo Welcome to Westport, Co. Mayo, Ireland.
Gevelladenn gant Saltash (Kernev-Veur)
Kêr Saltash zo ur gumun eus gevred Kernev-Veur, e-tal Plymouth en tu all d’ar stêr Tamar. Enni ez eus war-dro 15.000 a annezidi.
Sinet e oa bet ar gevelliñ ent ofisiel e miz Mae 1987 e Plougastell hag e miz Mae 1988 e Saltash.
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn kêr Saltash, kit da lec’hienn kêr.
Gevelladenn gant kumun Ciminna (Sikilia)
Kêr Ciminna zo ur gumun italian, war-hed 35 km diouzh Palerme er gevred, hag enni ez eus war-dro 4.500 a annezidi. Brudet eo Ciminna en Italia, rak er gumun-se e oa bet troet e 1962 ar bennoberenn gant Luchino Visconti, palmez aour e festival Cannes e 1963 « Ar Gwepard ».
Sinet e oa bet ar gevelliñ ent ofisiel e miz Gwengolo 2011.
Gouzout hiroc’h diwar-benn kêr Ciminna el lec’hienn www.comuneciminna.gov.it/