Henaourien

Dudioù evit henidi

Ar chomadennoù ANCV

Bep bloaz, en nevezamzer, e vez aozet ur sizhunvezh vakañsoù gant kumun Plougastell-Daoulaz, asambles gant kumun Gouenoù, evit Plougastelliz war an oad.
Graet e vez un emvod evit kinnig an doare ma tremen an traoù ha da-heul e vez roet ur fichenn-enskrivañ da leuniañ.

Evit gouzout hiroc’h, goulenn gant KOSG.

Ar Sine Henidi

Ur Merc’her bep miz e vez kinniget un abadenn sinema gant KOSG, asambles gant ar sinema L’image (liamm : https://www.imagecinema.org/), gant merenn vihan da-heul.

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat hoc’h anv, gwelet gant KOSG

Ar Sizhunvezh C’hlas

Bep bloaz, e miz Here, e vez graet enor d’an dud war an oad er gumun gant meur a abadenn, evel « les tréteaux chantants » ha pred ar re gozh.

Ar Pakadoù Henidi

E-pad an enkadenn yec’hedel e oamp bet krog da reiñ ar pakadoù-se abalamour na veze ket eus pred ar re gozh ken. Roet e vezont d’an dud war an oad a fell dezho (adalek 70 vloaz)

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat hoc’h anv, gwelet gant KOSG

Bulzun ar Sul

Asambles gant an Astérie (liamm : https://www.asterie.net/) e vez lakaet ur vulzun evit an dud war an oad da Sul vintin, dezho da vont d’an oferenn pe d’ar vourc’h.

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat hoc’h anv, gwelet gant KOSG

KLTK – Delc’her an dud er gêr

Pouezus eo roll KOSG Plougastell evit an dud, an dud war an oad da gentañ-penn. Evit respont diouzh ar gwellañ d’ar goulennoù ha d’an ezhommoù ez eus ur benveg resis gant KOSG : KLTK.

Petra eo KLTK ?

Kreizenn Lec’hel Titouriñ ha Kenurzhiañ eo. Ar wiched unik-mañ zo ul lec’h degemer, titouriñ ha kenurzhiañ evit an dud war an oad, o zud nes ha tud a vicher.

D’ober petra ?

E KLTK e c’hallo an dud war an oad kavout titouroù talvoudus ha bezañ sikouret war an dachenn velestradurel a sell ouzh o buhez pemdez : gallout chom er gêr, sikourioù arc’hant (SPE liamm : https://www.service-public.fr/particuliers/vosdroits/F10009), gwellaat al lojeiz (liamm : https://adapt.soliha.fr/), predoù kaset d’ar gêr…

Dizarbenn

Karget eo KOSG da evezhiañ war an dachenn sokial ha da ziarbenn e-touez an dud war an oad. Evit kas ar gefridi-mañ da benn ez eus daou venveg gant KOSG ;

Renabl an dud vresk

Krouet eo bet ar renabl-mañ da-heul ar mareoù kenfinañ. Ar pal eo harpañ an dud a zo o-unan ha mont enep an digenvezded-se. Rak-se ez a tud a-youl vat e darempred gant an dud a zo war ar renabl, ur wech ar sizhun, ha mont a reont da welet anezho er gêr ma vez ezhomm.

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat hoc’h anv, gwelet gant KOSG.

Ar steuñv Maread gor

GANT AR RENABL-SE EO da KOSG ar gumun d’ober war-dro ar « Steuñv Maread gor » evit an dud o-unan a c’hallfe bezañ lakaet diaes da vat ma vez tomm-tre an amzer.

Ma vez lañset ar « Steuñv Maread gor » gant ar prefeti e vo gallet bezañ war evezh evit a sell ouzh an dud a zo renablet ennañ, mont e darempred ganto dre bellgomz pe mont da welet anezho er gêr ma vez ezhomm.

Evit gouzout hiroc’h ha lakaat hoc’h anv, gwelet gant KOSG.