Mirdi ar Sivi

E-kreizig-kreiz Plougastell emañ Mirdi ar Sivi hag ar Glad a zo pouezus-kaer e buhez sevenadurel hor c’hêr. Ret eo mont da weladenniñ anezhañ evit anavezout istor ar gumun, istor saourus an teñzor ruz, da lavaret eo ar sivi, ha pinvidigezh an dilhad a veze douget gant Plougastelliz gwechall.

Frouezh ul labour kaset gant tud ar gevredigezh « Mignoned ar Glad » eo ar mirdi. Digoret e oa bet e 1991. Dre an temoù kinniget hag ar pezhioù diskouezet e vez lakaet pinvidigezhioù ar glad hag ar gizoù hengounel er c’hourenez war wel, lakaet e vezont da chom bev.

E rez-an-douar ez eus un takad bras gouestlet d’ar sivi a zo stag ouzh ar vrud vat a zo gant Plougastell abaoe ma oant bet degaset enni en XVIIIvet kantved. E-barzh ar salioù-diskouezadegoù ho po tro da welet al levezon bras-eston o deus bet ar frouezh-se, deuet eus Chile, hag al labour evit gounit anezho, war ar gizioù, ar savouriezh hag an dilhad hengounel.

Ar mirdi eo al lec’h ma tremener a-raok mont da vale war ar gwenodennoù er c’hourenez, al lec’h ma kaver titouroù evit ober anaoudegezh don pe donoc’h gant an traoù liesseurt a ya d’ober glad ar c’hornad-mañ.

Darempred

Mirdi ar Sivi hag ar Glad
12 straed Louis Nicolle
BP 17
29470 Plougastell-Daoulaz
Pgz 02 98 40 21 18
contact.musee.fraise@gmail.com
https://www.museefraisepatrimoine.bzh/