Ar chomadennoù ANCV
Bep bloaz, en nevezamzer, e vez aozet ur sizhunvezh vakañsoù gant kumun Plougastell-Daoulaz, asambles gant kumun Gouenoù, evit Plougastelliz war an oad.
Graet e vez un emvod evit kinnig an doare ma tremen an traoù ha da-heul e vez roet ur fichenn-enskrivañ da leuniañ.
Evit gouzout hiroc’h, goulenn gant KOSG.
Ar Sine Henidi
Ur Merc’her bep miz e vez kinniget un abadenn sinema gant KOSG, asambles gant ar sinema L’image (liamm : https://www.imagecinema.org/), gant merenn vihan da-heul.
Ar Sizhunvezh C’hlas
Bep bloaz, e miz Here, e vez graet enor d’an dud war an oad er gumun gant meur a abadenn, evel « les tréteaux chantants » ha pred ar re gozh.
Ar Pakadoù Henidi
E-pad an enkadenn yec’hedel e oamp bet krog da reiñ ar pakadoù-se abalamour na veze ket eus pred ar re gozh ken. Roet e vezont d’an dud war an oad a fell dezho (adalek 70 vloaz)
Evit gouzout hiroc’h ha lakaat hoc’h anv, gwelet gant KOSG
Bulzun ar Sul
Asambles gant an Astérie (liamm : https://www.asterie.net/) e vez lakaet ur vulzun evit an dud war an oad da Sul vintin, dezho da vont d’an oferenn pe d’ar vourc’h.
KLTK – Delc’her an dud er gêr
Pouezus eo roll KOSG Plougastell evit an dud, an dud war an oad da gentañ-penn. Evit respont diouzh ar gwellañ d’ar goulennoù ha d’an ezhommoù ez eus ur benveg resis gant KOSG : KLTK.
Petra eo KLTK ?
Kreizenn Lec’hel Titouriñ ha Kenurzhiañ eo. Ar wiched unik-mañ zo ul lec’h degemer, titouriñ ha kenurzhiañ evit an dud war an oad, o zud nes ha tud a vicher.
D’ober petra ?
E KLTK e c’hallo an dud war an oad kavout titouroù talvoudus ha bezañ sikouret war an dachenn velestradurel a sell ouzh o buhez pemdez : gallout chom er gêr, sikourioù arc’hant (SPE liamm : https://www.service-public.fr/particuliers/vosdroits/F10009), gwellaat al lojeiz (liamm : https://adapt.soliha.fr/), predoù kaset d’ar gêr…
Dizarbenn
Karget eo KOSG da evezhiañ war an dachenn sokial ha da ziarbenn e-touez an dud war an oad. Evit kas ar gefridi-mañ da benn ez eus daou venveg gant KOSG ;
Renabl an dud vresk
Krouet eo bet ar renabl-mañ da-heul ar mareoù kenfinañ. Ar pal eo harpañ an dud a zo o-unan ha mont enep an digenvezded-se. Rak-se ez a tud a-youl vat e darempred gant an dud a zo war ar renabl, ur wech ar sizhun, ha mont a reont da welet anezho er gêr ma vez ezhomm.
Evit gouzout hiroc’h ha lakaat hoc’h anv, gwelet gant KOSG.
Ar steuñv Maread gor
GANT AR RENABL-SE EO da KOSG ar gumun d’ober war-dro ar « Steuñv Maread gor » evit an dud o-unan a c’hallfe bezañ lakaet diaes da vat ma vez tomm-tre an amzer.
Ma vez lañset ar « Steuñv Maread gor » gant ar prefeti e vo gallet bezañ war evezh evit a sell ouzh an dud a zo renablet ennañ, mont e darempred ganto dre bellgomz pe mont da welet anezho er gêr ma vez ezhomm.