Lojeiz
Goulenn lojeiz sokial
Kement den a fell dezhañ ober ur goulenn lojeiz sokial e kumun Plougastell a rank da gentañ ober ur goulenn el lec’hienn https://www.demandelogement29.fr/imhowebGP29/
Ur wech graet ar goulenn-se e roer dezhañ un niverenn unik departamantel. Da neuze e rank an den mont d’ar c’h-KOSG evit lakaat enrollañ e c’houlenn gant ar servij.
Lojeiz diwar zifrae : SLB
KOSG Plougastell-Daoulaz a ver 3 lojeiz SLB (Skorenn Lojeiz Berrbad), anvet peurliesañ « Lojeiz diwar zifrae ». Graet eo ar stignad-se evit tiegezhioù o deus poan o kavout lojeiz hag a rank talañ alies ouzh meur a ziaester war dachenn an arc’hant pe ar c’henemprañ sokial ha micherel. Ret eo d’ar goulenn degemer en herberc’hiañ diwar zifrae bezañ graet gant ul labourer sokial.
Lojeiz azasaet
Evit gallout kinnig ul lojeiz hag a glot gant an holl, kumun Plougastell he deus 2 annez : An Dere hag Henaour.
En annezioù-se ez eus lojeiz en aezamant d’an dud nammet ha d’ar re erru war an oad.
Evit kaout lojeiz eno e ranker da gentañ ober ur goulenn lojeiz sokial (liamm :
https://www.demandelogement29.fr/imhowebGP29/.
An annezañ
Evit petra ?
- Kaout ur chomlec’h-post evit resev lizheroù
- Resev pourchasoù sokial (KGT, Pol implij, leve, etreadegerezh, …)
- Ober difraeoù melestradurel (tailhoù, goulenn lojeiz, kont-bank, …)
Evit piv ?
- an dud herberc’hiet,
- an dud a zo o chom en ul lojeiz gant ur statud bresk (karr, skwat, …)
- An dud a zo o chom en ul lojeiz war vale,
- An dud hep annez a zo o vevañ er straed pe e takadoù publik war dachenn ar gumun.
Argerzhadur :
- Prouiñ ul liamm gant ar gumun
- Emwel gant ar gwazour degemer sokial
- Evit ar plegennoù kemplezh e vo studiet ar goulenn gant ur bodad
- Prometiñ a ra an den e teuio ingal da gerc’hat e lizheroù.