Obererezh sokial
Aozadur ar c’h-KOSG
Meret eo Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (K.O.S.G) gant ur C’huzul-merañ ennañ 8 ezel eus ar C’huzul-kêr, 8 ezel eus ar gevredigezh keodedel, ha kadoriet e vez gant ar Maer.
Evit lakaat heñchadurioù ar politikerezh sokial lec’hel da dalvezout ez eus er c’h-KOSG ur skipailh ennañ un atebegez, ul labourer sokial hag ur gwazour degemer sokial.
Roll ar c’h-KOSG eo kelaouiñ, kuzuliañ ha kas war-zu kevelerien tud a bep seurt : re gozh, familhoù, tud digenvez,… Bez’ ez eo ur benveg da stourm ouzh an digevatalderioù pa zegas diskoulmoù evit ar plegennoù bresk hag an diaesterioù sokial er gumun.
Ar skoazelloù
Skoazell sokial lezennel
Skoazell sokial
KOSG Plougastell a sikour an dud a fell dezho sevel un teuliad skoazell sokial, pe e vefe evit un den kozh pe un den nammet.
Gant an teuliad-se e c’haller :
- Sammañ ar mizoù herberc’hiañ pa vez lakaet un den en un annez herberc’hiañ
- Sammañ ar mizoù liammet ouzh ar servij menaj er gêr
- Dastum titouroù an dleour bevañs.
Pa saver ur goulenn skoazell evit herberc’hiañ tud kozh e teu ar vugale da vezañ « dleourien bevañs » en o c’heñver, da lavaret eo e rankont sikour ent-danvezel tud o familh, pa vez ezhomm gant ar re-se. An dle-se zo anezhañ ur skoazell, e traezoù pe en arc’hant. Cheñch a ra ar skoazell-se hervez gounidoù an dud ezhommek ha re o dleourien bevañs.
Annezañ
Lojeiz
Gouzout hiroc’h
Skoazell sokial diret
Skoazell arc’hant
P’en devez un den, diwar dremen, un diaester liammet ouzh un dispign pe un dle a c’hallfe lakaat e blegenn sokial en arvar ma ne vije ket paeet, e c’hall goulenn ur skoazell arc’hant digant ar c’h-KOSG, dre ul labourer sokial.
Studiet e vez ar goulenn ent-dizanv gant ur bodad
Ma vez degemeret e vez paeet ar skoazell war-eeun d’ar c’hredour a ziskouez ur rakpriz pe ur fakturenn.
Jedet eo sammad ar skoazell deroet diouzh ar rest da vevañ pemdeziek dre zen ha ne c’hall ket bezañ uheloc’h eget 70 % eus an dispign pe an dle.
CSP : Chekenn Sikour Personelaet
Roet e vez ar skoazell a zifrae-mañ d’an dud n’o devez ket ken arc’hant laosk evit paeañ o ezhommoù diavaez (boued / yec’hederezh).
Ret eo ober ar goulenn dre hanterouriezh al labourerien sokial.