Touristerezh

Ober anaoudegezh gant Plougastell

Plougastell-Daoulaz zo ur gêr eus an arvor ma’z eo kreñv al labour-douar hag an hengounioù relijiel. Gant kement-se ez eo bet merket ar c’horn-bro dre ma’z eus bet savet war ar maez e-leizh a savadurioù foran (lennoù, fornioù bara, skolioù ar c’hêriadennoù) pe sakr (kalvarioù, chapelioù…).

Gant an traoù pouezus-se eus an endro buhez pemdez e vez roet muioc’h c’hoazh a bouez hag a ster da vuhez sevenadurel ar gumun, d’ar gouelioù pobl, ha d’ar pezh a reomp asambles gant ar braz eus an dud.

Intret eo Plougastell-Daoulaz a hengoun, en tu-hont da Virdi ar Sivi a gont penaos ez eo deuet ar sivi en he istor hag al lañs o doa bet war douar ar gumun, hag en tu-hont d’he C’halvar meur. Digor eo war dachennoù all, ar sevenadur hag ar sport, en ur lakaat war-sav tamm-ha-tamm ur politikerezh kehentiñ hag a ziazez he zalvoudoù : Festival ar fent, ar renk Kêr Sportel hag Oberiant abaoe 2017…

Ar ger-stur war ardamez kêr « War zouar ha war vor » a zegas da soñj e oa Plougastelliz martoloded ha labourerien-douar war un dro.

Glad Plougastell

Ur gêr ha maezioù eo gourenez Plougastell war un dro, ha dibar eo gant liesseurted he glad : istor, arkitektouriezh, mor pe natur… Plougastell he deus gouezet mirout he identelezh, kreñv, hep he far, engravet en he reier, he hentoù-don hag he aodoù…

Kalvar Meur Plougastell

En un dibunadeg greunit kreñv, 181 a dudennoù a gont deomp istor ar C’hrist, renket e daou heuliad bern-ouzh-bern en-dro d’ar sichenn. Bep hañv, e miz Gouere hag e miz Eost, e vez un heñcher hag a zispleg doareoù ar Monumant rummet-se savet etre 1602 ha 1604.

Vue du grand calvaire, le clocher de l’église en arrière-plan

 

Ar chapelioù

Strewet ez eus 8 chapel war douar ar gumun. Digor e vezont da-geñver ar Pardonioù, Devezhioù europat ar glad, pe pa vez aozet gweladennoù gant Mirdi ar Sivi hag ar Glad : Itron Varia ar Feunteun Wenn – Sant Drenan – Sant C’hlaoda – Sant Langiz – Sant Treveur – Langristin – Sant Wennole ha Sant Yann (enskrivet e renabl ouzhpenn ar Monumantoù Istorel).

Vue du retable de la chapelle Saint Guénolé, en bois peint et doré, ainsi que de la voute en bois peinte en bleu clair et parsemée d’étoiles dorées

Ar glad an natur hag an douarouriezh

Etre an douar hag ar mor emañ Plougastell, hag eno ez eo puilh ar pinvidigezhioù naturel a stumm he adremez ken liesdoare. Liesseurt eo ar meteier naturel, ha liesseurt-kaer ar spesadoù loened ha plant.

Seurtoù meteier naturel zo, pe annezioù, o deus ur statud gwarez hag a warant gwarez ar spesadoù a gav bod eno (Sturiad europat « Annez Loened Plant » – « lec’hiennoù Natura 2000 ») :

  • Lanneier sec’h an aodHippocampe nageant au-dessus d’un banc d’herbier des zostères
  • Al lec’hidegoù hag ar paludoù
  • An takadoù koadek gleb
  • Ar pradoù gleb e goueled an traoñiennoù
  • An aod-vev roc’hellek
  • Ar bankoù maerl
  • Ar glazidegoù

E-touez ar spesadoù loened pe plant heverk e kaver :

  • Brizhiged-ar-geunioù – Euphydryas aurinia (balafenned)
  • Maligorned Kemper – Elona quimperiana
  • Ar skraviged boutin
  • An heskenneged-kuch
  • Ar serapiaz-bihan – Serapias parviflora (Orchidaceae)
  • Ar bokedoù-dimezell-ar-gwenan – Ophrys apifera (Orkideennoù)
  • Al lavand-arvor – Limonium humile
  • Raden-ar-greier – Hymenophyllum tunbridgense
  • Ar raden-goañv – Dryopteris aemula

A-fet an douarouriezh ez eus e Plougastell teñzorioù ha n’o deus ket o far en Europa, dedennus-kaer evit a sell ouzh ar bedagogiezh :

Silex trouvé sur le site archéologique du Rocher de l’Impératrice

  • tolzad koural beg an Arvor
  • erv an Oberlac’h
  • ar c’hersantit
  • Lec’hienn arkeologel Roc’h an Impalaerez

 

 

Setu perak ez eo kevelet kêr gant Park natur rannvroel Arvorig evit tapout al label Geopark Armorique.

 

Glad ar mor

Plougastell a ro bod d’an dolpadeg bigi glad brasañ e morlenn Brest. Bodet eo ar bigi a ziskouez obererezh ar vro war vor e porzh Tindu dreist-holl.

Ar Marie-Claudine

La Marie-Claudine, Bateau d’Intérêt Patrimonial. Chaloupe, couleur bois naturel, sous voiles blanches, arrivant au port.

 
(Bag dibar a-fet ar glad)
Ar Saint-Guénolé
(Perc’hennet gant kêr Blougastell)

(Classé Monument historique)
Ar Général Leclerc
(Propriété de l’association Lenn Vor)
(Classé Monument historique)