Difraeoù
Ho kevredigezh
Evit kement titour ha teul hag a sell ouzh krouiñ pe merañ ho kevredigezh, sellit ouzh ar bajenn : https ://www.associations.gouv.fr
Karta ar c’hevredigezhioù
Mont a ra ar garta-mañ d’ober ur seurt « kod an dereadegezh » etre ar c’hevredigezhioù a labour evit mad an holl gant sikour tud a-youl vat.
Lakaat tud ha strolladoù tud da gemer perzh
Ar c’hevredigezhioù zo lec’hioù m’en em vod tud evit kas traoù da benn asambles. O fal kentañ eo lakaat ar muiañ ar gwellañ a dud da gemer perzh en oberoù. Gant se e ouestlont selaou ar pezh emañ an dud o c’hortoz, o c’houlenn, bezañ ul liamm etre an dud a sell an oberoù outo, aesaat d’an holl gallout ren o buhez pemdez ha kemer perzh en obererezhioù a-stroll war ar memes tro.
Ar c’hevredigezhioù a aesa d’an dud a-youl vat kemer perzh en o oberoù ha digor int da gement den a-youl vat a vefe, petra bennak e vefe o statud micherel pe sokial.
Darempredoù etre kevredigezhioù : ret eo d’ar c’hevredigezhioù en em soñjal ha kas oberoù asambles. Aesaat a reont eskemmañ titouroù ha kenlodennañ salioù, aveadurioù ha servijoù all. Ne glaskont ket ober kevezerezh an eil ouzh eben ha klask a reont kenlabourat ha kenlodennañ o skiant-prenet hag o danvezioù.
Rak-se e rankont, a-raok kinnig un obererezh nevez, klask gouzout gant ar servij Buhez ar C’hevredigezhioù ha ne vefe ket eus un obererezh heñvel er gumun dija, kuit da gaout kevezerezh hag evit delc’her gant ar gomprenezon etre ar c’hevredigezhioù.
Gouestlañ a ra ar c’hevredigezhioù delc’her gant o c’hefridioù, o soñjoù diazez hag o oberoù.
réservations
Salles / matériel
En voir +
bien communiquer
En voir +
Documents utiles
En voir +
Démarches en ligne