Obererezhioù war vor ha bageal
Gant he aod 39 km, e-kreiz diazlec’h tizh morlenn Brest, Plougastell zo ul lec’h mat-tre evit en em reiñ d’un obererezh war vor : bagoù-lien sport, bagoù-lien kozh, merdeiñ, roeñverezh-mor, kaiak,… evit plijout d’an holl, re yaouank ha re gozh, hag evit pleustriñ a-unanoù pe a-stroll.
An aod a ro bod da spesadoù gwarezet a-leizh a ra dezhi bezañ dedennus. Bez’ e c’haller pleustriñ obererezhioù dudi en ur zoujañ ha gwareziñ an endro. Laboused a neizh war an traezhennoù, en inizi hag en tornaodoù a-hed an aod. War ar reier hag an enezennoùigoù e teu ingal reuniged da ziskuizhañ. Hogen n’eo ket aes atav gouzout peseurt spesad a implij al lec’h-mañ-lec’h er mare-mañ-mare, na dreist-holl penaos krennañ ha kempouezañ an obererezh gant al loened gouez, penaos gwarantiñ o sioulded en ur brofitañ eus arvest ar spesadoù-se… Sellit ouzh al lec’hienn web « c-monspot » (krouet hag arc’hantet gant Ajañs Frañs evit ar Vevliesseurted, gant sikour e-leizh a gevelerien kevredigezhel hag ensavadurel e bed ar sport hag an dudi war bord ar mor, hag ivez er gumuniezh skiantel).
LOC’HETA
Gouzout hiroc’h
PORZHIOÙ
Gouzout hiroc’h
KOURONKAÑ
Gouzout hiroc’h