Ar Bokal Sonerezh
Ar Bokal Sonerezh : ul lec’h d’ar sonerien da bleustriñ
Abaoe 2001 eo staliet ar Bokal Sonerezh e-barzh Hall ar sportoù, er memes lojeiz gant ar Servij Kenemprañ Yaouankiz. Eno ez eus ur sal kempennet a-ratozh, d’ar sonerien ac’hann da c’hallout pleustriñ evit ur priz izel hag en un endro a-feson.
En tu all d’ar servij-se avat ez eus ul labour sikour, harpañ ha kemer perzh a vez kaset da benn gant ar Servij Yaouankiz a zo karget da verañ ar sal-mañ.
Er mareoù-mañ e tegemerer ur c’hant soner bennak er Bokal Sonerezh, rannet en un ugent strollad bennak. Al lec’h-mañ zo ur gwir savenn evit an diorren sevenadurel hag arzel e Plougastell hag ivez e bro Brest.
Ar Bokal Sonerezh zo ivez ul lec’h bevañ m’en em vod an dud ha lec’h ma vez lañset traoù :
- Kemer a ra perzh en abadennoù er vro, e gouel ar sonerezh, sonadegoù brudañ…
- Pa vez goulennet gantañ e ro sikour, diouzh ar gwellañ ma c’hall, d’ar sonerien ezel (stummadurioù, skoazell velestradurel, sponsorañ, enrollañ ha sonekaat sonadegoù…)
- Lakaat minored yaouank d’ober anaoudegezh gant ar Bokal Sonerezh ha sikour anezho d’implijout anezhañ.
Er Bokal Sonerezh ez eus un toumperezh, binvioù sonekaat, daou amplaer evit ar gitar hag unan evit ar gitar-boud. Gallout a reer ennañ ivez enrollañ ar pleustradegoù war-eeun gant an ostilhoù a zo staliet er sal.
A-hend-all e vez lakaet ur « pakad sonekaat » hag ur « pakad enrollañ » e kerz ar strolladoù ezel eus ar Bokal Sonerezh. Gant ar pakad kentañ e vez aesaet d’ar strolladoù aozañ o sonadegoù ha gant an eil e kavont un hollad mokroioù klok evit enrollañ o zraoù diouzh a gwellañ war al lec’h.