Degemer matObererezhioù ha DudioùSevenadurAr Greizenn Avel Vor

Ar Greizenn Avel Vor

Er Greizenn Avel Vor eo bodet ar servij sevenadur ha buhez ar c’hevredigezhioù e Ti-kêr Plougastell, a zo karget da verañ ar salioù ha da sevel ar programm sevenadurel, hag ar greizenn sokial ar Steredenn-vor.
Ul lec’h bev-birvidik eo, ma c’hall obererien ar c’hornad kendivizout, kavout keleier ha labourat asambles diwar-benn oberoù war meur a dachenn.
Bep bloaz, da vare an distro-skol, e kinnig ar Greizenn Avel Vor ur programm savet diwar ar c’hoant da brofañ d’an dud sonerezh, c’hoariva, dañs, abadennoù war un tem bennak, kontadennoù, arvestoù bras, abadennoù evit ar re yaouank ha fent e-leizh, evel-just, gant ar festival “Les Feux de l’Humour”.
Gallout a reer adaozañ stumm ar salioù er Greizenn Avel Vor, rak-se eo ul lec’h a-zoare evit degemer kendalc’hoù, saloñsoù ha diskouezadegoù.

Darempred

Kreizenn Avel Vor
135 hent Santig Benead
29470 PLOUGASTELL-DAOULAZ
Pgz 02 98 37 57 30
contactavelvor@mairie-plougastel.fr
www.espace-avelvor.bzh

An eurioù ma vez digor an degemer
Eus al Lun d’ar Gwener etre 9e00 ha 12e00 hag etre 2e00 ha 6e00, nemet d’ar Meurzh goude merenn, ma vez digoret da 3e00.