Degemer matObererezhioù ha DudioùSevenadurKreizenn ar Saperien Pomperien

Kreizenn ar Saperien Pomperien

Un lec’h da vezañ gweladennet gant ar familh a-bezh !

Staliet eo ar greizenn-mañ e bord straed an Tad Gwenael, en niv. 59. Enni e vezit lakaet da splujañ e-barzh istor « paotred-an-tan ». Tri c’hantved istor betek an amzer a vremañ !

  • Priz leun : 4,50 €
  • Priz digresket : 3 € (18-25 bloaz, studierien, tud dilabour, ar re a douch KKO, nammidi, saperien-pomperien)
  • Dindan 18 vloaz : 1,50 €
  • Digoust evit ar vugale dindan 7 vloaz

Emañ pep tra er priz, gweladennoù heñchet, abadennoù dudi hag all.

Evit ar strolladoù :
Ret eo bezañ 10 den d’an nebeutañ pep a 3€ ar weladenn frank 3,5€ ar weladenn heñchet.
Gweladennoù a-hed ar bloaz evit ar strolladoù hag ar skolioù.
Gant ur bilhed priz leun e Kreizenn ar Saperien-Pomperien ho pez droed da gaout un euro distaol war ar priz leun da vont e-barzh Mirdi ar Sivi hag ar Glad, gant ma vo diskouezet ar bilhed ganeoc’h.

Eurioù

Digor e vez e-pad an hañv eus an 3 a viz Gouere d’an 2 a viz Gwengolo, eus ar Meurzh d’ar Sul, etre 2e ha 6e.
Digor d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn e miz Gwengolo etre 2e ha 5e30.
Serret e vez en deizioù-gouel
Ne c’haller ket mont e-barzh ken 40 munut a-raok an eur ma vo serret

Darempred

Kreizenn ar Saperien-Pomperien
UDSP29
59 straed an Tad Gwenael
29470 Plougastell-Daoulaz
Pgz 02 98 30 62 28
Postel : udsp29.espacesp@orange.fr
Evit gouzout hiroc’h