Degemer matObererezhioù ha DudioùSevenadurSinema L’Image

Sinema L’Image

Ur sinema kevredigezhel eo L’Image, krouet e 1989, ha meret e vez gant ar gevredigezh Images .
Emañ e kreiz-kêr Plougastell (etre an iliz hag an ti-kêr), 2 sal zo ennañ, unan anezho kempennet evit ar sinema 3D.
Ur sal tost ouzh an dud eo L’Image, meret e vez gant tud a-youl vat ha gopridi hag a ginnig ur programm liesseurt ma kaver ar filmoù brudet nevez-deuet er-maez e-kichen filmoù dibabet war dachenn an Arz hag Esae. N’eo ket gwall uhel ar prizioù ha klotañ a ra an eurioù gant boazioù ar familhoù.
Eno e c’haller degemer ar skolioù, ar c’hevredigezhioù, ar c’hluboù hag ar poellgorioù embregerezh evit programmoù savet a-ratozh. A-hed ar bloaz e kinniger ur bern abadennoù war un tem bennak.

Darempred

Kevredigezh Images
Clos de l’image, Kreizenn Frézier
29470 Plougastell
Pgz : 02 98 04 22 79
Postel : contact@imagecinema.org
https://www.imagecinema.org/