Avel Sport

Digoret e oa bet ar sportva-mañ e 2010 gant Valérie NICOLAS (c’hoarierez mell-dorn) ha Jimmy VEROVE (c’hoarier basket-ball). 3 sal a ya d’ober anezhañ (sportoù a-stroll, petank, dañs/tennis-taol) en-dro d’un oaled degemerus. 3 sal-emvod zo ouzhpenn, lec’h ma c’haller ober traoù evel sofrologiezh pe salsa.

GWELADENNIÑ AVEL SPORT EN UR MOD NIVEREL !

Er sal-mañ graet evit ar sportoù a-stroll e c’haller degemer betek 550 a dud (280 plas e derezioù difiñv ha 270 plas e derezioù fiñv). Implijet e vez gant ar c’hluboù mell-dorn, basket-ball ha volley-ball. Aotreet eo evit ar c’henstrivadegoù a live uhel hag enni e vez degemeret an holl, koulz ar sellerien, ar sportourien hag an dredeoged diouzh ar gwellañ. 

Er boulva ez eus 9 roudenn ofisiel, 4m ledander dezho, ha treset eo ivez evit 12 roudenn 3 m ledander dezho. Implijet e vez gant Klub ar Betankerien ha kenseurtiezh ar c’hoarierien bouloù e retred.

Ar sal Dañs/Tennis-taol a c’hall bezañ rannet etre div sal disheñvel. Implijet e vez ivez evit traoù evel jim tonik, oberoù Pilates, tai-chi, emzifenn.

Gweladenniñ Avel Sport en ur mod niverel

Astuce ! Double cliquez sur les photos pour passer la visite virtuelle en plein écran.