Er City Park (un dachenn c’hoari liessport grilhajet) e kinniger meur a sport war ul lec’h hepken : 2 bal (mell-dorn, mell-droad, gwarderien penn-ouzh-penn…), 2 baner basket-ball ha pester ma c’haller staliañ ur roued evit ar badminton, ar volley pe an tennis-polotenn. Goloet eo gant ur gwiskad sintetek.

Digor eo al lec’h-mañ e-pad an deiz hag eno e c’haller pleustriñ unan eus ar sportoù-se e frankiz. 

Fellet ez eus d’an Ti-kêr ma vefe ul lec’h digor ha plijus evit respont d’ar re yaouank a zo o klask distenn, ober sport hag en em gavout an eil re gant ar re all.