Kreizenn-sport ar Feunteun Wenn
Er greizenn-sport-mañ, a oa bet nevesaet ul lodenn anezhi e 2018, ez eus tri zakad disheñvel :
- ur sal an holl sportoù gant derezioù,
- ur sal-jiminas,
- hag un trede takad, ennañ div sal dañs (plañchod).
Implijet e vez ar salioù-se ingal gant ar skolioù hag ar c’hevredigezhioù a ginnig embregerezh korf, dañs. (Degemeret e vez eno ivez jiminas ar babigoù, an dud dalc’het en o c’horf hag obererezhioù a live uhel.)