Roudenn BMX

Diwar vremañ e c’hall an dud a ra BMX mont war ar roudenn nevez a zo e-kichen skolaj ar Feunteun Wenn, d’an eurioù ma vez digor ar c’hlub hepken abalamour d’ar surentez ha d’ar giriegezh. Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh pajenn facebook ar c’hlub “Plougastel BMX”.

Aotreet eo bet ar roudenn-mañ gant ar poellgor-departamant hag ar poellgor-rannvro. Ur wech an amzer e c’hallo degemer kenstrivadegoù brasoc’h. Gortoz a reer ma vo diorroet ar sport-mañ er bloavezhioù a zeu.

Kalz a lañs zo gant ar c’hlub “Plougastel BMX” en deus kaset al lodenn vrasañ eus al labourioù da benn.

Koust al labourioù en holl :

50.000 € gant ar c’hevelerezh etre Diazezadur Française des Jeux ha Ti-kêr Plougastell.