E-kichen Kreizenn-sport ar Feunteun Wenn emañ an aveadur-mañ. Digoret e oa bet e 2013 hag ennañ ez eus tri lec’h frank evit ar sport. 

Rez-an-douar :

  • Un takad degemer war-dro 80 m2 anezhañ
  • 3 leur-dennis savet diouzh reoladoù Kevread Tennis Frañs
  • Ur sal kigennañ/ sevel halterioù / gourdonañ kalon-gwazhied 400 m2 anezhi

En estaj :

  • Un oaled evit an tennis war-dro 70 m2 anezhi, enni ur sal-emvod (40 m2), ur burev (10 m2), ur bourmenadenn hag a c’haller gwelet al leurioù-tennis diwarni
  • Ur sal-emgannañ 450 m2 anezhi

Al lec’hioù all (privezioù, gwiskvaoù, klañvdi, salioù teknikel…) zo boutin.

Gweladenn Roz Avel en ur mod niverel