Aveadurioù ar gumun
Emaoc’h o klask un dachenn pe ur sal-sport ?
Ne baouez ket Plougastell da greskiñ ha delc’her a ra an Ti-kêr da sevel aveadurioù sport nevez evit respont da ezhommoù Plougastelliz. A bep seurt zo enni : tachennoù mell-droad, salioù evit an holl sportoù, leurioù-tennis er-maez, parkoù plankennoù-ruilh…
Gwelet a reoc’h amañ dindan un hollad frammoù prest da zegemer ac’hanoc’h da zont d’ober anaoudegezh gant ur sport pe evit pleustriñ ho sport muiañ-karet.
Avel Sport
Er sal-mañ graet evit ar sportoù a-stroll e c’haller degemer betek 550 a dud (280 plas e derezioù difiñv ha 270 plas e derezioù fiñv)
Sal an holl sportoù ar C’hleger
Ar sal-mañ n’he deus ket he far pa c’haller staliañ teir leur-dennis enni kichen-ha-kichen
Kreizenn-sport ar Feunteun Wenn
Adkempennet e oa bet ar sportva-mañ e 2011
Bowl
Un aveadur evit ar re a blij dezho mont gant rollerioù, troterezioù ha plankennoù-ruilh evel-just
Sal an holl sportoù Jean-Joseph ar Gall
El lec’h-mañ e kavet ur jiminaz, ur sal-grapañ hag ur sal-gigennañ
Tachennoù mell-droad
Tachennoù mell-droad Plougastell
City Park
City Park (un dachenn c’hoari liessport grilhajet) zo ur framm ma kaver meur a seurt sport er memes lec’h
Leurioù-tennis er-maez
Gallout a reer implijout div leur-dennis digoust, a-hed an deiz
Roz Avel
En aveadur-mañ ez eus tri lec’h ledan evit ar sport
Leur plankennoù-ruilh (hall ar sportoù)
Un toullad bloavezhioù zo ez eus ul leur plankennoù-ruilh e-barzh Hall ar Sportoù
Roudenn BMX
Aotreet eo bet ar roudenn-mañ gant ar poellgor-departamant hag ar poellgor-rannvro